Kohann
Kohann e Plañvour e 2015.

Bro orin Breizh
Doare(où) Trip hop
Bloavezhioù oberiant 1997-
Lec'hienn ofisiel kohann.wixsite.com

Izili Michèle Gaurin
Konan Mevel
Gaetan Grandjean

Kohann a zo ur strollad sonerien pop rock gant un awen breizhek, met ivez ur sonerezh awenet gant sonioù trip-hop hag electro. Kregin a ra Kohann gant ur stummadur war c'hoariva araog mont war zu ar c'han, evit ar wech kentañ e 1987. Dont a raio er maez diw gantenn ti Warner e 1999 hag e 2002. Sonerezh ar film La Journée de la jupe gant Isabelle Adjani zo tennet euz an drede gantenn anvet Hypnotic.

Kohann eo stumm gwenedek ar ger kaouenn : skrivet e vez an "h" da ziskouez e ranker distagañ div vogalenn [oa] ha n'eo ket un diftongenn ; ne zistager ket an "h"-se. An izili hag o deus savet ar strollad a zo Michèle Gaurin (kan), Sylvère Morisson (klavier) ha David Bellec (gitar). Perzh dibar ar strollad trip hop-se eo ar yezh implijet ganto, brezhoneg Gwened.

Savet oa bet ar strollad en Oriant e 1997. Goude div bladenn, hag ur berzh vat evit o eil pladenn (Don, 20 000 skouerenn bet gwerzhet[1]) hag ouzhpenn 150 sonadeg, e tiviz an triad dispartiañ. Distreiñ a reas Kohann e 2007 gant ur bladenn nevez (Hypnotic) diwar intrudu Michèle Gaurin, bet kemeret ganti an anv-pluenn Kohann. Dibabet ez eus bet tri zon deus ar bladenn-se evit sonerezh ar film La Journée de la jupe gant Jean-Paul Lilienfeld, deuet ar-maez e 2008.

Pladennoù

kemmañ
 
Kohann e 2015

Gwelet ivez

kemmañ
  1. Sifr meneget e 2002 gant Sonjen.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.