Kokopelli (kevredigezh)
Kokopelli a zo ur gevredigezh c'hall hag a zasparzh hadoù a zeu eus al labour-douar biologel ha biodinamikel, krouet e 1999[1].
Er mare-mañ e tasparzh (sifroù 2007) 550 seurtad tomatez, 300 seurtad pimant, 130 seurtad letuz, 150 seurtad koulourdr, 50 seurtad berjinez...
Da-heul reoliadurioù lezennadurel nevez he deus kemeret plas Terre de Semences hag a oa oberiant abaoe 1994 evit gwareziñ bevliesseurted an hadoù hag al liorzhoù legumaj (Terre de Semence en deus serret e 1998 da-heul gourdrouzoù ar GNIS hag an FNPSP).
Embannadurioù
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Association Kokopelli pour la libération de la semence et de l'humus, Journal officiel Associations Niv. 22 eus an 29 a viz Mae 1999, kemennadenn Niv. 38 (disklêriadur e prefeti an Ardèche d'an 28 a viz Ebrel 1999).
Gwelet ivez
kemmañPennadoù liammet
kemmañLiammoù ha restroù diavaez
kemmañ- Une étude sur les indicateurs de biodiversité agricole (Courrier de l'Environnement, INRA)
- Kokopelli Belgia
- Kokopelli Bro-C'hall
- Drekstal kokopelli