Konstantinos Kavafis

Konstantinos Kavafis, anavezet ivez evel Konstantinos Petrou Kavafis (1863 - 29 a viz Ebrel 1933), a oa ur barzh gresianek eus Ejipt.

Konstantinos Kavafis

Ganet e voe en Aleksandria, en Ejipt, en ur mare ma oa kalzik Gresianed o vevañ eno. Ur c'henwerzhour pinvidik e oa e dad. Pa varvas an tad e 1870, ez eas ar familh da vevañ da Liverpool, e Bro-Saoz. Distreiñ a reas ar paotr yaouank da Ejipt e 1882. Rankout a reas ar familh kutaat ar vro e 1885, da vont da Istanbul ar wech-se. E 1885 e tistroas Kavafis da Aleksandria, hag eno e chomas betek fin e vuhez. Labourat a reas evel kazetenner da gentañ hag evel kargiad dindan ar gouarnamant da-c'houde. A-hed e vuhez e savas barzhonegoù, 154 anezho, met ne voent ket embannet e stumm levrioù gantañ. Gwelloc'h e kave Kavafis o embann e kazetennoù, pe war follennoù-nij hag a roe d'an dud e-unan. E varzhonegoù pouezusañ a voe skrivet pa oa war-dro 40 vloaz hag embannet e voent daou vloaz goude e varv. Brud en deus bremañ er bed a-bezh, embannet int bet e meur a yezh ha lod anezho zo bet lakaet e brezhoneg gant Alan Botrel.

E brezhoneg

kemmañ
  • Konstantinos Kavafis troet gant Alan Botrel, Barzhonegoù 1897-1933, Skrid, 1997

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.