Ar c'hont Juluan (comes Julianus e latin), pe Olbàn pe Uldoin pe Urban, Ulbán,Bulian (e goteg), a oa gouarnour kristen Septem, hiriv Ceuta, a oa kreñvlec'h diwezhañ impalaeriezh Bizantion e Norzhafrika. Mignon e oa da roue vizigot Spagn.

Meur a vartezeadenn zo diwar e benn, hervez an istorourien.
Hervez an istorour spagnol Pedro Chalmeta e oa skoazellet Tariq ibn Ziyad, penn an armead Berbered hag Arabed, gant un den uhel eus impalaeriezh Bizantion, anavezet er skridoù arabek evel « Youlyân », pe Ilyan pe Ulyan, « comes Julianus» gant ar gristenien.

Hervez Luis García de Valdeavellano a skriv e oa bet tizhet ar Meurvor Atlantel gant an Arabed e 682, met kemer Tanger n'halljont ket abalamour d'ar c'hont Juluan. Krediñ a ra zoken e oa Berber Juluan.

Lennegezh

kemmañ
  • Reivindicación del conde don Julián, gant Juan Goytisolo. Eil lodenn un oberenn e teir levrenn anvet Trilogía del mal, ma komz Álvaro Mendiola (ar benntudenn), diwar-benn Spagn, ha ma kaver kronikoù Goytisolo a-enp spagn, skrivet etre 1966 ha 1975. Al levrenn gentañ e oa Señas de identidad, e 1966, an eil eo Reivindicación del conde don Julián e 1970, ha Juan sin Tierra da drede, e 1975.