Kontelezh Aragon
Kontelezh Aragón zo ur stad vihan, e deroù an IXvet kantved, ouzh tor kreisteiz ar Pireneoù, e-kreiz an aradennad, hag enni traoniennoù Ansó, Hecho hag Aragón.
Krouet e voe gant Franked evit diwall harzoù o impalaeriezh er c'hreisteiz diouzh argadennoù ar Vuzulmaned.
Da gentañ e oa dindan ar rouaned frank, met dre ma tiskenne a-hed ar stêr Ebro War-dro 922 e oa ar gontez Andregoto Galíndez o ren goude he zad Galindo II Aznárez. Hennezh en doa dimezet e verc'h da roue Pamplona, García Sánchez Iañ, hag o mab Sancho Garcés II a voe roue Pamplona ha kont Aragón adal 925.
Da varv Sancho Veur e 1035 avat e voe rannet e zouaroù etre e vibien en e destamant.