Kontelezh Cill Dara

Kontelezh Cill Dara (Contae Chill Dara en iwerzhoneg ha County Kildare e saozneg) zo ur gontelezh e reter Iwerzhon, er mervent da Zulenn. Nás na Ríogh pe an Nás (Naas) eo kêr-benn ar gontelezh. E-touez ar c’hêrioù all e c’heller menegiñ Cill Dara he deus roet hec’h anv d’ar gontelezh, ha Maigh Nuad (Maynooth) zo brudet abalamour d’he skol-veur. 186 075 a dud a oa o chom enni e 2006. Niver an annezidi a sav bremañ da 222 130 (2016).

kontelezh Cill Dara


NotennoùAozañ