Kontelezh Gelder
Kontelezh Gelder, a deuas da vout dugelezh Gelder e dibenn an XIIvet kantved, a oa un dugelezh en Impalaeriezh santel. E deroù ar XVIvet kantved e voe ebarzhet e kelc'hiad Bourgogn, p'emañ hiriv en Izelvroioù.
Kontelezh Gelder c. 1350 |
Anvet eo an dugelezh diwar-lerc'h kêr Gelder, a zo en Alamagn hiriv, petra bennak m'emañ an darn vrasañ anezhi e proviñs Gelderland, en Izelvroioù. En dugelezh ouzhpenn e oa douaroù eus proviñs izelvroat Limburg hag un darn eus stad alaman Nordrhein-Westfalen a oa aet gant Prusia en 1713.
Kêrioù
kemmañIstor
kemmañUr gontelezh e voe Gelder adal 1079, ha dugelezh adal 1339. Dre zimeziñ ez eas Gelder gant dugelezh Jülich e 1371, ha goude gant Egmont e 1423. Charlez an Her, dug Bourgogn, a redias an dug Adolf da werzhañ e zugelezh dezhañ en 1471, met Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, a oa deuñv d'an dug Charlez, a rentas Gelder da vab Adolf, Charles.
Pa varvas an dug Charlez, ha daoust ma felle d'e c'hoar Philippe, pried René II, dug Loren, kaout anezhi