Ar c'horf karnek zo ul lodenn eus an empenn a gevre e div hanterenn. Ar c'hemennoù a dremen drezañ eta. Ar framm brasañ e danvez gwenn (graet gant aksonoù) eo en empenn.

Ar c'horf karnek e ruz

Liammañ a ra tolbezennoù an empenn (tolbezenn dal, tolbezenn ividig, tolbezenn gitern ha tolbezenn gilpenn) kenetreze.

Ar c'horf karnek zo en empenn al loened eutherian hepken (da lâret eo an holl vronneged estreget ar monotremed hag ar godelleged).