Godelleg
(Adkaset eus Godelleged)
| |||
---|---|---|---|
Oposom, Koala, Tigr Tasmania ha Kangourou
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Usurzhad : | Marsupialia | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar godelleged zo bronneged hag a ya d'ober an usurzhad (pe an iskevrennad) Marsupialia. Dont a ra o anv eus ar c'hodell stag ouzh kof (pe a-wechoù ouzh kein) ar parezed hag a servij da zougen ar re vihan goude o ganedigezh.
Doareoù pennañ
kemmañDisheñvel eo ar godelleged diouzh ar bronneged all dre ma vez ganet ar fetus abred-tre. En em vagañ a ra ar grouell diwar laezh p'en em vag re vihan ar bronneged all diwar ar plakenta.
An darn vrasañ eus ar godelleged a vev en Aostralia. Spesadoù zo ivez en Amerika.
Spesadoù
kemmañ7 urzhiad godelleged zo, ha war-dro 300 spesad.
- Urzhiad Didelphimorphia
- skouer : oposom Virjinia
- Urzhiad Paucituberculata
- razhed-oposom Suamerika
- Urzhiad Microbiotheria
- ur spesad nemetken : Dromiciops gliroides e Suamerika
- Urzhiad Dasyuromorphia
- skouer : diaoul Tasmania
- Urzhiad Peramelemorphia
- Urzhiad Notoryctemorphia
- skouer : goz c'hodellek
- Urzhiad Diprotodontia
- skouerioù : wombat boutin, kangourou rous, koala