Korneli an Diod

beleg

Korneli an Diod (Karnag, 9 Ebrel 1797 - Enizenac'h, 15 Gwengolo 1862) a oa ur beleg ha saver levrioù devosion eus Bro Gwened.

Gant e eontr hag a oa person e Bizhui-an-Dour e voe broudet ar paotr yaouank da vont da veleg. Beleget e voe e 1821. E meur a barrez e voe anvet : Bizhui, Lokmac'hloù hag, adalek 1829, Enizenac'h, ma chomas betek dibenn e vuhez. Treiñ a reas meur a levr diwar ar galleg, en ur brezhoneg gwall levezonet gant ar yezh orin. En o zouez e c'haller menegiñ En or ag er vuhé devot, pe instructioneu forh pourfitable eit conduire ha sonnat en inean én devotion, asambles gant Jean Marion, Mis caer Mari, Perhinded devot Santes Anna, ha levrioù all c'hoazh.

Gant Yann-Vari ar Joubiouz e voe lakaet, e 1843, d'ober war-dro kannadig Brediah er Fé, ennañ pennadoù troet gantañ diwar ar galleg ha tennet eus an Annales de la propagation de la foi. Ober a reas war-dro ar gelaouennig-se e-pad tost da ugent vloaz, betek e varv.