Kornog a oa ur gelaouenn embannet gant Unvaniez ar Seiz Breur, etre 1928 ha 1930. O vezañ ma voe darempredoù ha mignoniezh etre arzourien ar Seiz Breur ha skrivagnerien Gwalarn e voe embannet ar gelaouenn diwar un emglev gant merourien Gwalarn.

Pal ha stumm ar gelaouenn

kemmañ

Diwar atiz Reun Kreston, rener anezhi asambles gant Paul Ladmirault, eo bet savet ar gelaouenn arz evit kas an arz breizhek modern war-raok, pe, evel ma lavare ar Seiz Breur o-unan, evit "adkrouiñ hon arz broadel". "Kornog Occident" e oa an titl leun ha "Revue illustrée des arts bretons - Dastumadenn skeudennek arzou Breiz" an istitl.

Endalc’h

kemmañ

E-barzh e kaved pennadoù, divyezhek alies[1], diwar-benn arzoù a bep seurt ha keleier eus an arz, e Breizh hag e broioù all.

Enni e kaved koadengravadurioù eus sent Breizh ivez, fardet gant Jeanne Malivel, Reun Kreston, Langleiz, Jorj Robin.

Liamm diavaez

kemmañ

Levrlennadurezh

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Pennadoù gallek troet e brezhoneg gant Roparz Hemon