Ar menezioù Krkonoše (distaget [ˈkr̩konoʃɛ] e tchekeg, Karkonosze ([karkɔˈnɔʂɛ] e poloneg, Riesengebirge en alamaneg) zo un aradennad menezioù war harzoù ar Republik Tchek ha Polonia. Tremen a ra ar vevenn etre an div stad e-kreiz ar menezioù a zisparti ivez broioù kozh Bohemia ha Silezia Emañ ar menez uhelañ, Sněžka (Śnieżka e poloneg, Schneekoppe en alamaneg) e Tchekia ha menez uhelañ ar vro-se eo, gant 1 603 metr a uhelder.

Ar gwel diwar ar menez Sněžka.

En daou du d'ar vevenn ez eus parkoù natur bras er menezioù : Park Broadel Krkonoše e Tchekia ha Park Broadel Karkonosze e Polonia[1],[2]. Eieniñ a ra ar stêr Elbe er menezioù Krkonoše. E meur a lec'h e c'haller skiañ er goañv ha kalzig a douristed a vez er vro, koulz er goañv evit skiañ hag en hañv evit bale pe mont war varc'h-houarn.

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.