Kumba Ialá
Kumba Ialá, pe Kumba Yalá, (ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1953) zo ur politikour eus Ginea-Bissau, bet prezidant ar vro. E 2008 e kemmas relijion da vont da vuzulman en anv Mohamed Ialá Embaló.
Lakaat a reas e anv en dilennadeg liesstrolladek kentañ aozet e 1994. Koll a reas a-enep João Bernardo Vieira. Gounit a reas an dilennadeg aozet e 1999, goude ar brezel diabarzh, gant 72% eus ar mouezhioù en eil tro a-enep Malam Bacai Sanhá ha mont da brezidant d'ar 17 a viz C'hwevrer 2000. Distroadet e voe d'ar 14 a viz Gwengolo 2003 en un taol-Stad aozet gant Veríssimo Correia Seabra.