Kurt Christoph von Königsmarck
Kurt Christoph von Königsmarck, pe Conrad Christopher, (24 a viz Meurzh 1634-31 a viz Here 1673) a oa ul letanant-jeneral izelvroat, besgouarnour svedat e kêr Stade, ur porzh etre Hamburg ha Cuxhaven) en Alamagn, ha kont Königsmarck.
Mab e oa d'ar Feldmarschalls svedat Hans Christoph von Königsmarck (1600-1663) ha da Agathe von Leesten.
E vugaleAozañ
Dimezet e oa da Maria Christina von Wrangel (1628 - 1691), merc'h d'ar brezelour svedat Herman Wrangel, ha pevar bugel o devoe :
- Karl Johann von Königsmarck (5 a viz Mae 1659 - 27 a viz Eost 1686) ;
- Aurora von Königsmarck (28 a viz Ebrel 1662 - 16 a viz C'hwevrer 1728) ;
- Amalia "Emilie" Wilhelmina von Königsmarck (20 a viz Eost 1663 - 30 a viz Genver 1740) ;
- Philipp Christoph von Königsmarck (4 viz Meurzh 1665 - 12 a viz Gouere 1694.
E varvAozañ
Mervel a reas d'an oad a 39 bloaz, d'an 31 a viz Here 1673, e-kerzh seziz Bonn.