Kuzul Dispac'hel da C'hortoz Polonia
Krouet e oa bet Kuzul Dispac'hel da C'hortoz Polonia (poloneg: Tymczasowy Komitet Rewolucyjny Polski, diverret: Polrevkom; ruseg: diverret Польревком) e miz Mezheven 1920 gant Rusia Soviedel a-benn kouiñ Republik Sokial Soviedel (RSS) Polonia da heul.
Divizet e oa bet krouiñ ar Polrevkom d'an 23 a viz Mezheven 1920 e Moskov gant "Burev Polonia" ar Volcheviked. Kemeret e oa bet an diviz-se e-kreiz ar berc'hioù graet d'ar mare-se gant an Arme Ruz er brezel etre an Unaniezh Soviedel ha Polonia o soñjal krouiñ ur veleztradurezh evit takadoù Polinia deuet dindan beli URSS. Disklêriet e oa bet neuze e oa "da c'hortoz" ar C'huzul Dispac'hel-se rak ur wezh ma vije bet trec'h da vat Soviediz e vije bet lakaet dindan beli Strollad Komunour Labourerion Polonia.
En em vodañ a reas ar Polrevkom evit ar wzh kentañ d'ar 24 a viz Mezheven e Smolensk, ha staliet e oa bet sêz ar C'huzul eno en un tren gwarezet-mat hag a loc'has buan-ha-buan betek Minsk (d'ar 25 a viz Mezheven), war-lerc'h da Wilno (d'ar 27 a viz Mezheven) hag a-benn ar fin da v-Bialystok d'an 30 a viz Mezheven 1920. Eno e oa bet staliet sêz ar C'huzul da vat hag embannet e oa bet un disklêriadur diwar-benn e balioù.
Setu roll izili ar C'huzul:
- Julian Baltazar Marchlewski (kadoriad)
- Feliks Dzierzynski (penn "de facto")
- Feliks Kon
- Edward Próchniak (sekretour)
- Józef Unszlicht
D'an 22 a viz Eost 1920 e kuitaas ar Polrevkom Bialystok adarre ha skeiñ war-Minsk ha pa oa bet trec'h Poloniz war an Arme Ruz e oa bet nullet kazi kerkent war-lerc'h.