Ar C'huzul ar Veleien zo unan eus kuzulioù an eskob, aozet gant beleien dileuret ar Presbyterium, da lavaret eo an hollad beleien an eskopti.

Hervez kanon 495 § 1 eus Lezenn gwir kanoneg, « E peb eskopti e vezo savet kuzul ar veleien, da lavaret eo bodad ar veleien dileuridi ar Presbyterium da vezañ ’vel sened an Eskob, hag en deus d’e sikour, hervez ar gwir, da c’houarn an eskopti, evit kas war-raok gwellañ mad pastorel al lodenn-se eus pobl Doue fiziet en Eskob ».

Un darn eus an izili a vez dibabet gant ar veleien, an darn all a vez anvet gant an eskob.