Kwanza
Ar c'hwanza (kod bank : AOA) eo unanenn voneiz Angola, kognet goude dizalc'hiezh ar vro e plas an escudo.
Abaoe 1977 ez eus bet kognet 4 rumm kwanzaioù :
- Kwanza, rannet e 100 lwei, eus 1977 da 1990
- Kwanza nevez, eus 1990 da 1995
- Kwanza adreizhet, eus 1995 da 1999
- Kwanza, rannet e 100 centimos, eus 1999 d'an deiz a hiziv