Kybelê (henc'hresianeg : Κυϐέλη / Kybélê "gwardez ar gouiziegezhoù") zo un doueez eus Frygia, anavezet ivez evel Agdistis er vro-hont. Degaset e voe aleshont da Hellaz ha da Roma. Skeudenn hag arouez an natur c'houez eo. Kinniget e vez ivez evel ar Vamm Veur, Mamm an Doueed, pe an Doueez Veur.

Kybelê en un naiskos, IVe kantved kt JK, mirdi an Agora kozh, Aten
Attis bugel, ur boned frygian war e benn

E Roma e veze enoret ivez evel Idaea mater ("mamm Ida") pe Magna Mater ("Mamm Veur"). Kemmesket e voe eno gant Keres.

E mojennoù Hellaz kozh eo anavezet ivez evel Damia.

Mojenn

kemmañ

Lec'h kreiz he c'hehelidigezh a oa e Pessinos, war menez Dindymon, ma vije bet kouezhet eus an neñv ar maen a oa skeudenn anezhi. Doueez ar frouezhusted e oa, met hini an natur c'houez e oa ivez, aroueziet gant al leoned a veze ouzh he heul. Pareañ ar c'hleñvedoù a c'halle ober, a lavared, met o c'has ivez d'an dud, ha diwall ar bobl a rae e-pad ar brezelioù. Anavet e oa en Hellaz adal ar Vvet kantved kt JK, ha kemmesket e voe a-benn ar fin gant mamm an doueed Rea ha Demeter.

Da Roma

kemmañ

E 204 kent JK , e-kreiz an eil brezel punek, e voe kaset kannaded gant ar Romaned da Vessinos. Heuliañ a raent un diougan eus Levrioù ar Sibillezed, hag un orakl delfian. Karget e oant da zegas da Roma ar maen sakr.

<-- Kybelê a oa lesanvet Copia, -- Daveoù a vank -->

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Lynn E. Roller, In Search of God the Mother: the cult of Anatolian Cybele, University of California Press, 1999 (ISBN 978-0-520-21024-0).

Liammoù diavez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.