L'Amour d'une femme
L'Amour d'une femme (Karantez ur vaouez e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Grémillon e 1953.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama,
- Skoazellerien-sevener : Paul Feyder ha Giulio Macchi,
- Senario : Jean Grémillon, azasaet gant René Wheeler,
- Divizoù : René Fallet ha René Wheeler,
- Kevredadoù produiñ : Films Costellazione (Roma), Les Productions Cinématographiques (Pariz),
- Produour : Pierre Gérin,
- Rener produiñ : Robert Prévot,
- Rener ar skeudenniñ : Louis Page,
- Ijinour ar son : Jean Rieul ha Jacques Carrère,
- Aozerien ar sonerezh orin : Elsa Barraine ha Henri Dutilleux,
- Kinklour : Robert Clavel,
- Dilhataer : Pierre Balmain,
- Farder : Marcel Bordenave,
- Skriptourez : Christine Souillard,
- Frammerezed : Louisette Hautecoeur ha Marguerite Renoir,
- Luc'hskeudenner leurenn : Walter Limot,
- Prantad filmañ : adalek an 8 a viz Mae betek an 12 a viz Gouere 1953,
- Lec'hioù filmañ : Eusa (Penn-ar-Bed) evit an darvoudoù diavaez, studioioù Boulogne-Billancourt,
- Deiziadoù dont er-maez : 28 a viz Ebrel 1954,
- Padelezh : 104'.
An danvez
kemmañDont a ra ar vezegez Marie Prieur d'ober hec'h annez en Eusa. Diouzhtu ez eo piket he c'halon gant André Lorenzi a fell dezhañ dimeziñ ganti hag ober dezhi dilezel ar medisinerezh evit gwir. Kompren a ra avat ne vo ket evit kendrec'hiñ Marie ha biken ne vo-hi dezhañ. Goude bezañ kollet he mignonez Germaine e wel Marie André o vont diouti, glac'har ha keuz e don hec'h askre. Chom a ra hec'h-unan-penn eta ha ret eo d'ar vuhez mont war-raok koulskoude...
Roll ar gomedianed
kemmañ- Micheline Presle : Marie Prieur, mezegez diouzh he micher,
- Massimo Girotti : André Lorenzi, ijinour diouzh e vicher,
- Gaby Morlay : Germaine Leblanc, skolaerez an enez,
- Julien Carette : Le Quellec, ar sakrist,
- Made Siamé : Joséphine,
- France Asselin : Yvonne Le Quellec,
- Laurence Badie : merc'h mestr an davarn,
- Marc Cassot : Marcel,
- Marius David : Lulu, eiler André
- Yvette Etiévant : Fernande de Malgorny, mamm Aline,
- Madeleine Geoffroy : Isabelle Morel,
- Jacqueline Jehanneuf : ar skolaerez nevez,
- Roland Lesaffre : Yves,
- Robert Naly : an aotrou doktor Morel,
- Paolo Stoppa : an aotrou person,
- Cadix
- Jean-Marie Day
- Sébastien Keran
- Jean-Jacques Lapeyronnie
- Jacqueline Lemaire
- Henri Marchand
- Robert Mercier
- Jean Péméja
- Émile Ronet.