Hala Salamé, lesanvet Léa Salamé, ganet d'ar 27 a viz Here 1979 e Beirout (Liban), zo ur gazetennerez gall-libanat.

Goude bezañ bet o labourat evit ar chadennoù kelaouiñ dizehan France 24 hag I-Télé eus 2006 betek 2014, brud a zo deuet warni evel kronikerez en abadenn skinwel On n'est pas couché, skignet war France 2. Seveniñ a ra ivez atersadennoù, abaoe 2014, evit an abadenn radio Le 7/9 war France Inter. Abaoe Gwengolo 2016, Léa Salamé a ginnig an abadenn L'Émission politique kement hag an abadenn sevenadurel Stupéfiant ! war France 2.

Brudet e voe Léa Salamé ivez pa voe disklêriet ganti war I-Télé, hep gouzout dezhi a oa ar mikro war elum, ar frazenn ""Ah j'ai fait péter le décolleté !"[1].

E miz Du 2017 e voe taget drouk gant Jean-Luc Mélenchon, a oa tremenet en un abadenn ganti. Disklêriet en devoa war e vlog "« Ne'm eus ket graet war-dro he orinoù familh, politikel pe kumuniezhel.»[2],[3]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ