La Esperantisto eo ar gazetenn esperantek kentañ embannet er bed. Embannet e voe e Nürnberg, gant kelc'h esperantegerien ar gêr-se, savet e 1885. An niverenn gentañ-se, a zeuas er-maez e 1889, a oa skrivet e teir yezh, alamaneg, galleg hag esperanteg.

Niverenn gentañ "La Esperantisto" (1889).

Embannet e voe La Esperantisto, bep miz, adalek miz Gwengolo 1889 betek miz Mezheven 1895. Goude miz Meurzh 1890 ne oa mui nemet pennadoù esperantek er gazetenn. Renet e oa gant Ludwik Lejzer Zamenhof, asambles a-vareoù gant Alamaned evel Christian Schmidt pe Wilhelm Heinrich Trompeter.

E dibenn 1889 e oa 113 koumananter gant ar gazetenn, hag an darn vrasañ anezho a oa Rusianed. E 1894 e oa 717 koumananter, ha 60% anezho a oa Rusianed. E miz C'hwevrer 1895 e voe berzet ar gazetenn en Impalaeriezh Rusia, abalamour d'ur pennad skrivet gant Lyev Tolstoy hag a oa displijet da bennadurezhioù Rusia.

Ar pennadoù a gaved er gazetenn a oa pevar rummad anezho : keleier eus emsav an esperanteg, lennegezh savet pe troet en esperanteg, pennadoù diwar-benn ar yezh hag he reolennoù, ha traoù all a bep seurt.

E 1895 e voe paouezet da embann ar gazetenn. E miz Eost e teuas er-maez an niverenn diwezhañ (niverenn Mae-Mezheven 1895). En holl e oa bet embannet 66 niverenn eus La Esperantisto. Kemeret e voe he lec'h gant ur gazetenn nevez, anvet Lingvo internacia, savet gant ur strollad esperantegerien eus Uppsala, e Sveden, adalek miz Kerzu 1895.

Liamm diavaez

kemmañ