La Fille de Brest
La Fille de Brest a zo ur film gall bet sevenet gant Emmanuelle Bercot deuet er-maez d'an 23 a viz Du 2016. Savet eo diwar al levr Mediator 150 mg : combien de morts ? savet gant mezegez ar skevent Irène Frachon, eus CHU Brest e karter Ar Gazeg Wenn, a zanevell he stourm da lakaat afer ar Mediator da vezañ anavezet ha da ziskuliañ riskloù al louzoù-se, ar benfluorex, gwerzhet gant an arnodvaoù Servier dindan an anv "Mediator".
Digoret en deus Festival etrebroadel ar film e Donostia e 2016 ha kinniget eo bet e dibenn ar Festival Cinéma des alternatives e Versailhes d'an 30 a viz Ebrel 2017.
Berr-ha-berr
kemmañE miz C'hwevrer 2009 en em gav mezeien CHU Brest dirak kazioù valvulopatiezh ha dreistgwask arterel ar skevent[1]. Mervel a ra klañvourien zo. Soñjal a reont ez eus ul liamm gant ul louzoù kemeret, ar Mediator, gwerzhet gant Servier[2]. Irène Frachon, skoazellet gant ar c'helenner Antoine Le Bihan, a glask reiñ da anavout riskloù ar Mediator[3]. Ne glaskont nemet saveteiñ buhezioù. E Pariz avat en em gavont gant tud ha n'int gwall nec'het gant mad an holl, gant an arc'hant da c'hounit ne lavaran ket. Dont a ra a-benn an embregerzhioù apotikerezh da levezoniñ emzalc'h melestradur ar yec'hed[1]. En em gavout a reont tal-ouzh-tal gant skolveuridi c'houbrenet, rok ha brusk, bodadoù arbennigourien hag o deus kenstokoù lazioù[4]. Poaniañ a ra Irène Frachon hag Antoine le Bihan o klask lakaat kemm etre arbennigourien an ajañsoù yec'hed ha re Servier.
Diskaret eo buan brud ar C'helenner Antoine Le Bihan evel enklasker. Fae zo graet war e enklaskoù. Tennañ a reer e yalc'hadoù digantañ ha ret eo dezhañ mont en harlu d'ar C'hanada a-benn ar fin. Daoust da gement-se n'eo ket digalonekaet Irène Frachon ha kavout a ra harperien dic'hortoz a skoazell anezhi da genderc'hel gant he stourm : ar studierez war an apotikerezh a veneg an niver a dud marvet en he zezenn, an epidemiologourez Catherine Hill, un embanner pennek, ur gazetennerez eus ar Figaro, « Boulom Nedeleg », ur skoazeller dianv o labourat er Cnam zo gantañ en e urzhiataer niver ar re varv er Frañs a-bezh, met n'hall diskuliañ anezhe en un doare ofisiel nemet war urzh e hierarkiezh.
An Aktourien
kemmañKomedianed bennañ
kemmañ- Sidse Babett Knudsen: Irène Frachon
- Benoît Magimel: Antoine Le Bihan
- Charlotte Laemmel: Patoche
- Isabelle De Hertogh: Corinne Zacharria
Roll an aktourien
kemmañ- Sidse Babett Knudsen : ar mezeg Irène Frachon
- Benoît Magimel : ar c'helenner Antoine Le Bihan, enklasker
- Charlotte Laemmel : « Patoche », klañdiourez
- Gilles Treton : ar mezeg Yannick Jobic[5]
- Lara Neumann : Anne Jouan, kazetennerez ar Figaro
- Garance Mazureck : Flore Michelet, ar studierez war an apotikerezh[6]
- Isabelle de Hertogh : Corinne Zacharria, ur glañvourez eus I. Frachon
- Lucien Jobic : Papi Graal, ur c'hlañvour da I. Frachon
- Catherine Thomas : merc'h Papi Graal[7]
- Myriam Azencot : Catherine Haynes, epidemiologourez
- Eddie Chignara : Christophe Laugier
- Raphaël Ferret : Fred, ar biostat'
- Christophe Meynet : David
- Philippe Uchan : ar mezeg Aubert, mouezh an arnodva Servier
- Patrick Ligardes : Bruno Frachon, pried Irène[8]
- Pauline Mer : Adèle, ur verc'h d'ar Frachoned, studierez war ar vezegiezh[9]
- Emie Benoiston : Amélie, ur verc'h d'ar Frachoned[10]
- Merlin Apostolo : Samuel, ur mab d'ar Frachoned, soner piano ha taboulinoù
- Paolo Le Bodic : Arnaud, ur mab d'ar Frachoned[11]
- Gustave Kervern : Charles Kermarec, embanner Irène Frachon
- Olivier Pasquier : Arsène Weber, « Boulom Nedeleg » ar Cnam
- Bruno Rodet : rener ar Cnam
- Éric Toledano : un arbennigour
- Pablo Pauly : Charles-Joseph Oudin, alvokad
- Éric Verdin : an alvokad Honorat[7]
- Violaine Gillibert : Luciani, ur renerez eus an Afssaps
- Fabrice Michel : Aquilino Morelle
- Nicolas Moreau : ar c'helenner Launay
- Pierre-Alain Chapuis : Pascal Morand
- Arnaud Duléry : an aotrou Jaffredo
- Luc Gentil : prezidant bodad an Afssaps (Pharmaco)
- Alain Cauchi : le président de la commission Afssaps (AMM)
- Claire Conty : prezidantez an Afssaps (merourezh ar riskloù)
- Antoine Ehrhard : Gérard Bapt, kardiologour ha politikour
- Philippe Ménasché : an arbennigour kardiologour e bodad an Afssaps
- Nicolas Buchoux : arbennigour an arnodva er bodad AMM
- Ahmed Khalifa : surjian ar galon
- Émilie Martin-Ozanne : medisin lezenn
- Mireille Lescouet : skoazeller ar medisin lezenn
- Patricia Baley : klañdiourez
- Aurélia Le Hir : klañdiourez
- Lydia Le Vourc'h : klañdiourez
- Sylvie Le Gouil : ar glañvourez a vutun
- Charlotte David : ar plac'h vihan asmatek
- Aurélie Mestrius : ar glañdiourez e reanimadur
- Hafida Benyagoub : sekretourez er CHU
- Philippe Sprang : kazetenerez er Figaro
- Nicolas Raffy : teknisian eus France 2
- Isabelle Giordano : kazetennerez, o c'hoari he roll dezhi hec'h-unan
- Élise Lucet : kazetennerez, o c'hoari he roll dezhi hec'h-unan[8]
- Irène Frachon : Sylvie, ur mezeg
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 La Fille de Brest, film choc sur le scandale du Mediator, Ouest-france.fr, 18 a viz Du 2016.
- ↑ Philippe Mathieu, La Fille de Brest : thriller médical !, euronews.com, 2 a viz Kerzu 2016.
- ↑ Samuel Douhaire, "La Fille de Brest", =telerama.fr, 23 a viz Du 2016.
- ↑ Pascale Krémer, "La Fille de Brest, le Mediator à travers les yeux du docteur Frachon", lemonde.fr, 19 a viz Gwengolo 2016
- ↑ Laurence Guilmo, « Mediator. La Fille de Brest, ou le combat d'Irène Frachon au cinéma », sur larochesuryon.maville.com, 8 novembre 2016 (consulté le 13 décembre 2016).
- ↑ Nathalie Simon, « La Fille de Brest : David contre le Goliath Mediator », sur lefigaro.fr, 23 novembre 2016 (consulté le 13 décembre 2016).
- ↑ 7,0 ha7,1 « La Fille de Brest », sur bdfci.info, 2017 (consulté le 31 janvier 2018).
- ↑ 8,0 ha8,1 Patrom:Imdb titre.
- ↑ « Pauline vit de la musique avant tout, mais aussi du cinéma… » sur activ.ouest-france.fr, 10 a viz Ebrel 2016.
- ↑ Catherine Lemesle, « Emie joue Amélie Frachon dans le film La Fille de Brest », sur dinan.maville.com, 22 décembre 2016 (consulté le 22 décembre 2016).
- ↑ Sophie Prévost, « Paolo Le Bodic joue le fils d'Irène Frachon », sur letelegramme.fr, 24 janvier 2016 (consulté le 22 décembre 2016).