La Quotidiana
La Quotidiana a zo ur pemdezieg e romañcheg. Dont a ra er-maez bemdez eus al lun d'ar gwener. Emañ burevioù kreiz La Quotidiana e kêr Ilanz (Glion e romañcheg). La Quotidiana a ro keleier eus ar pezh a c'hoarvez e Suis hag e Kanton Grischun dreist-holl. Ar c'heleier etrebroadel n'o devez ket kalz a blas enni. Meur a stumm yezh a implijer er pennadoù : ar romañcheg unvan anvet Rumantsch-grischun hag pep hini eus ar pemp rannyezh (sursilvan, sutsilvan, surmiran, puter, vallader)
Embannet e vez La Quotidiana abaoe miz Genver 1997. Kemer a reas plas neuze meur a gazetenn all : Fögl Ladin (1941-1996, ur gazetenn evit Engiadina ha Val Müstair), Gasetta Romontscha (1857-1996, ur gazetenn evit Surselva) ha Casa Paterna/La Punt (1920-1996, ur gazetenn eus Sutselva ha Surselva). Moullet e vez 5400 skouerenn anezhi (2008).
Daoust m'eo La Quotidiana ur gazetenn romañchek evit ar c'hanton a-bezh, ne ra ket kalz a verzh en Engiadina nag e Surmeir. Emañ an darn vrasañ eus al lennerien e Surselva, e kornôg ar c'hanton. Un dra all ivez n'eo ket gwall vat : daoust m'emañ ar pennadoù e romañcheg penn-da-benn, e vez an embannoù bruderezh en alamaneg hepken koulz lavaret.