Lanvoe (Hañveg)
Lanvoe zo ur gêriadenn e kumun Hañveg, war vord richer ar Faou; anavezet eo hiziv e galleg e-giz Lanvoy. Chom a ra eno dismantroù ur chapel gozh, gant ur groaz hag ur feunteun. Meneget eo al Lanvoe-se gant Jef Gedez e En-dro d'al lenn-vor (p. 39). Meneget e oa e-giz Lan Uoae e levr-dielloù Abati Sant-Gwenole Landevenneg (mellad 26)[1].
Daveoù
kemmañ- ↑ Cartulaire de Saint-Guénolé de Landévennec, Presses Universitaires de Rennes, 2015