Lara (levr)
Lara zo titl un dastumad trizek danevell gant Goulc'han Kervella, bet embannet gant Al Liamm e 1989 evit ar wech kentañ.
Al levr
kemmañA-hed an trizek danevell amañ da-heul :
- Charretour Doue
- Al laer-amann
- Un dro-besketa e Karanteg
- Ar jubile
- E bered ar mor
- Ar gambr ruz
- Porto-Vecchio
- An ti bihan gwenn e-touez reier ar C'hleger
- Lara
- Iz 2000
- Ar peñse-marv
- Nedeleg e Porzh-Trein
- Va zroiad er gêrbenn
e ro tro Goulc'han Kervella d'e lennerien da weladenniñ ur bed hag a anavez-eñ mat : hini ar medisinerezh, ha kement-mañ dre ar vedisined o-unan, ar c'hleñvedoù hag ivez ar… follentez.
N'ankoua ket an oberour ober un droiadig eus tu an dreistnatur koulz d'ar from ha d'ar mousfent evel-just.
An eil embannadur
kemmañE 2002 eo bet adembannet dindan an titl Lara gant An Here - Al Liamm al lod brasañ eus an danevelloù a yae d'ober al Lara kentañ bodet gant danevelloù bet embannet e 1999 en dastumad E vrennigen ziwezhañ, gant ur rakskrid gant Herve ar Bihan.
Ne oa ket bet adembannet an danevelloù-mañ :
- Iz 2000
- Ar peñse-marv
- Nedeleg e Porzh-Trein
- Va zroiad er gêrbenn.
Ha kavout a reer ar re-mañ (a denn d'an hevelep temoù) :
- O talc'her ostaleri
- E vrennigenn ziwezhañ
- Ar mab medisin
- Ar pellgomz.