Lazhadeg Ambiky a c'hoarvezas e Madagaskar en 1897 e-pad un droiad-vrezel kaset gant ar C'hallaoued.

Goude al lazhadeg e voe un emsavadeg kaset gant Ingereza, breur da Toera, hag a badas betek 1902.

E 1900 e voe disklêriet al lazhadeg e Kambr ar Gannaded e Pariz gant Paul Vigné d'Octon, ha lavaret e oa bet sevenet war urzh ar c'homandant Augustin Gérard. Hervezañ e oa bet etre 5000 ha 2500 den lazhet. Hervez danevell Gérard e oa bet lazhet 97 Sakalava hag ur 150 a dud gloazet;

Lennadurezh kemmañ

  • Paul Vigné d'Octon, La Gloire du Sabre. Flammarion, 1900.
  • Bernard Schlemmer, Le Manabe : histoire d'une colonisation, 1983 [1]
  • Jean Grave, La colonisation, ha Paul Vigné d'Octon, Le Massacre d’Ambiky, Éditions du Sextant, 2019, 60 pp.

Gwelet ivez kemmañ