Lazhadeg Phong Nhi ha Phong Nhat
Lazhadeg Phong Nhị ha Phong Nhất (e Korean: 퐁니·퐁넛 양민학살 사건, e Vietnameg: Thảm sát Phong Nhất và Phong Nhị) a zo bet ul lazhadeg war siviled hep armoù vietnamiz anezho sevenet gant 2vet brigadenn an SMRK (Strollad Marines Republik Korea) soudarded su korean engouestlet e brezel Vietnam. Al lazhadeg a zo bet d'an 12 a viz c'hwevrer 1968 o welet etre 69 ha 79 a gouzañverien. Kêriadennoù Phong Nhị ha Phong Nhất a oa e distrikt Điện Bàn District e proviñs Quảng Nam er su Vietnam.
Labouret ez eus bet don dindan ur stumm enklask war al lazhadegoù sevenet gant soudarded Su Korean e-pad brezel Vietnam gant kazetennerien ar gazetenn Su Korean Hankyoreh.[1]
Liammoù diavaez
kemmañ- Kim, Hyun Sook Lee. Korea's "Vietnam Question": War Atrocities, National Identity, and Reconciliation. Positions: East Asia Cultures Critique, Volume 9, Number 3, Winter 2001, p. 622-635. E-ISSN: 1527-8271
Poltriji al lazhadeg
kemmañ-
Plac'h gouzañverez d'al lazhadeg o vezañ pareet gant soudarded Marines Amerikaned. Poltred gant ar c'haporal J. Vaughn, Strollad Delta-2 , U.S. Marine
-
Korfoù merc'hed yaouank lazhadeget. Poltred gant ar c'haporal J. Vaughn, Strollad Delta-2 , U.S. Marine
-
Korfoù gouzañverien devet.
-
Korf ur bugel lazhet.
-
Testenn ar c'hroronal Robert Morehead Cook, eus ar United States Army inspektour meur war al lazhadeg d'an 10 a viz genver 1970.