Lazhadeg Sinjar a voe ul lazhadeg ramzel 5000 den Yazidi e kêr Sinjar (Kurdek: شنگال‎ Şingal) ha distrikt Sinjar en Irak e gouarnamant Nineveh gant izili an aozadur Stad Islamek e miz Eost 2014. An darvoud-se a oa kroget pa voe un argadenn gant ar Stad Islamek war kêr Sinjar d'an 3 a viz Eost e-pad argadenn ar Stad Islamek e miz Eost 2014.

Lazhadeg Sinjar
mass murder, lazhadeg
Rann eusbrezel diabarzh Irak (2014-2017), Genocide of Yazidis by ISIL Kemmañ
StadIrak Kemmañ
Lec'hSinjar Kemmañ
Daveennoù douaroniel36°22′0″N 41°43′19″E Kemmañ
DeiziadEost 2014 Kemmañ
OberourStad Islamour Kemmañ
Map
Ur sell war menezioù Sinjar.
Repuidi yazid o vezañ sikouret gant an International Rescue Committee e kamp Newroz Eost 2014. Ar c'hamp a zo e proviñs Hassake, e Siria, en ur zonenn e dalc'h nerzhioù an YPG.

An doktor Noori Abdulrahman, penn departamant kenurzhiañ gouarnamant lec'hel Kurdistan Irak, a zisklêr e oa kampagn an 3 a viz Eost unan awenet gant an demografiezh ha kadoniezh a-berzh ar Stad Islamek evit na oa abeget gant ar relijion. Hervezañ ar Stad Islamek a c'hoantae bountañ ar Gurded er-maez eus douaroù ar Yazidi evit degas eno Arabed leal dezho.

D'an 8 a viz Eost 2014, Stadoù-Unanet Amerika a respontas gant bombezadegoù war hentoù dezougen ar Stad Islamek hag e unvezioù stourm e Norzh Irak, ar pezh a voe deroù ur brezel gant meur a vro engouestlet a-enep ar Stad Islamek. Harp ar PKK ha hini an YPG a redias darn eus an 50000 Yazidi a veve eno da dec'hout kuit dre venezioù Sinjar da c'hortoz bezañ distaolet.

D'ar 17 a viz Kerzu 2014, ar Peshmerga kurdek, PKK ha nerzhioù an YPG, a oa krog da dagañ Sinjar gant harp bombezadegoù an USAF.

Kenarroud

kemmañ

Sinjar a oa annezet gant Yazidi dreist-holl a-raok ma voe aloubet gant ar Stad Islamek.

D'an 29 a viz Even 2014, ar Stad Islamek en doa embannet e save ur c'halifad war douaroù Siria hag Irak. Er memes miz e teujont a-benn da aloubiñ douaroù e norzh Irak. Dre ma oa nerzhioù difenn Irak o tec'hout dirak an argadenn, stourmerien gurd ar Peshmerga a gemeras an douaroù dilezet. Kaoz a vez eus ur freuz eus nerzhioù lu Irak.

Argadenn ha trec'h ar Stad Islamek

kemmañ

Da vintin an 3 a viz Eost 2014, nerzhioù stourm ar stad Islamek a aloub un darn eus kêr Sinjar kement hag an douaroù tro-war-dro. Dre ma oa ar Stad Islamek o vont war-raok e Sinjar hag er c'hêrioù tro-dro, 250 soudard peshmerga kurd-irakian e Sinjar a derc'has e-pad an noz eus ar c'hêrioù taget. An trevourien a oa bet dilaosket hep bezañ kelaouet. Flastret e voe buan an nebeut a enep stourmerien d'ar Stad Islamek, an aozadur a aloubas al lec'hioù dieub betek-henn. Ar Stad Islamek a grogas gant freuzañ ur bez chiit brudet, lazhadegañ o enebourien, ha rediañ an annezidi da douiñ lealded d'ar c'halifat pe mervel.

Er c'hêrioù tro-dro hini Sinjar an dud a voe kroget gant terc'hout ar buanañ ar gwellañ.Hervez ar Yazidi, izili ar Stad Islamek a redias a annezidi chomet da dreiñ d'an Islam pe mervel. Lod a nac'has hag a voe lazhadeget garv, poltriji a oa bet lakaet enlinenn gant ar sponterien eus lazhadegoù hiniennoù e douaroù Sinjar.

Tost da 200 000 trevour, an darn anezho Yazidi gant nebeut chiited, a glaskas terc'hout rak an emgannoù e kêr Sinjar. Un 50 000 bennak eus ar Yazidi-se a yeas war-zu menezioù Sinjar, lec'h ma voent trapet hep boued, dour pe louzoù. Stanket e oant kondaonet da vervel gant an naon hag ar vank a dour pe da vezañ lazhadeget gant ar stad Islamek.

Gouarnamant SUA, nerzhioù kurdek Peshmerga, ha mediaoù broioù ar C'hornôg a lakas war-raok e oa milieroù a Yazidi a oa da vezañ sikouret gant ma oa kroget ur sez warno gant nerzhioù ar Stad Islamek.

Kirri-nij F/A-18 stadunanat o bombeziñ kanolierezh ar Stad Islamek d'an 8 a viz Eost 2014

Tahseen Said, emir ar Yazidi, a zisklêrias d'an 3 a viz Eost 2014, ur goulenn sikour etrebroadel evit ar boblañs trevour staknket er menezioù ha taget gant ar Stad Islamekg. D'ar 4 a viz Eost, soudarded Kurdek a oa kroget gant un argadenn war Sinjar evit bountañ maez ar Stad Islamek.

Al lazhadeg vras

kemmañ

Ar gazetenn The New York Times a embannas d'ar 7 a viz Eost 2014e oa bet lazhadeget degadoù a drevourien Yazidi e kêr Sinjar hag e oa bet skrapet o vaouezed evit rediañ anezho da zimeziñ gant an djihadourien dizimez. Lakaet e oa bet war-raok ivez e oa bet lazhadeget 10 porzhier ar bezioù chiit e Sinjar a-raok ma vefe tarzhet ar monumantoù.

E-pad sez ar Stad Islamek war ar menezioù Sinjar e kendalc'has al lazhadegoù Yazidi gant kantadoù anezho (d'an nebeutañ) lazhet er c'hêriadennoù tro-dro Sinjar. 250–300 gwaz a oa bet lazhet e kêriadennig Hardan, 200 e Adnaniya ha Jazeera, 70–90 e Qiniyeh, ha war hent kêriadenn al-Shimal e oa bet gwelet degadoù a korfoù tud lazhet. Kantadoù all a voe lazhet dre nac'hañ treiñ d'an Islam.

 
Eskern gouzañverien al lazhadeg e kêriadenn Qinei e Sinjar.