Lazhadeg ar straed Transnonain

Lazhadeg ar straed Transnonain a voe graet d'ar 14 a viz Ebrel 1834 gant soudarded an arme c'hall e Pariz (Bro-C'hall). Flastret e voe gant an arme tud hag a gemere perzh en un emsavadeg republikan a-enep renad ar roue Loeiz-Fulup Iañ

Rue Transnonain par Honoré Daumier
Lazhadeg ar straed Transnonain gant Honoré Daumier.