Le Castor Astral
Le Castor Astral a zo un ti-embann gallek, bet savet e 1975 e Bourdel gant daou studier, Jean-Yves Reuzeau ha Marc Torralba.
Hiziv an deiz e labour meur a skipailh tro-dro da vMarc Torralba e Bourdel, Jean-Yves Reuzeau e Pariz ha Francis Dannemark e Bruxelles. François Tétreau eo ar c'henlabourer e Montréal.
Gwerzhañ a ra Le Castor Astral levrioù diwar-benn al lennegezh c'hallek, al lennegezh flandrezek hag ar sonerezh dreist-holl. Embann a ra war-dro daou ugent levr bep bloaz. Pal an embregerezh eo lakaat da addizoloiñ skrivagnerien disoñjet ha lakaat da zizoloiñ skrivagnerien nevez ha testennoù dianav bet skrivet gant tud vrudet.
Sturienn an embregerezh eo Le Castor de papier et d’encre est un animal curieux, têtu et farouchement indépendant.
Un nebeud embannadurioù
kemmañ- Maison d’été (la), René Guy Cadou, 2006
- Mon enfance est à tout le monde, René Guy Cadou, 2006
- Tiffoche, Itinéraires, 2012