Le Grand Chemin (An Hent Bras e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour breizhat Jean-Loup Hubert e 1986.

Paradise, an doare amerikan anezhañ bet sevenet gant ar filmaozourez stadunanat Mary Agnes Donoghue, a oa deuet er-maez d'ar 4 a viz Here 1991, an aktourien Melanie Griffith, Don Johnson hag Elijah Wood o c'hoari ennañ.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Er bloavezhioù hanter-kant : Louis, ur Parizian bihan oaded a nav bloaz, a ya da dremen an hañvezh war ar maez, e Rodent nepell diouzh Naoned. Dougerez eo Claire, e vamm, ha kent mont da wilioudiñ e fiz he mab e Marcelle, ur vignonez dezhi hag a zo o chom gant he gwaz Pelo er gêriadenn-mañ eus Bro-Raez. Mankout a ra e dad d'ar paotrig na oar ket ez eo aet diouzh e vamm.

N'eo ket gwall blijusoc'h ar jeu etre Marcelle, bet kollet he babig nevez-c'hanet ganti, ha Pelo a glask ankouaat er banneoù muskadig e nac'h e wreg he gwele outañ. A-gevret gant Martine, e vignonez nevez hag a zo ur plac'hig diskuizh, e ra anaouedegezh Louis gant ur bedig dianav dezhañ penn-da-benn.

Goude bezañ klevet ha komprenet n'emañ ket e dad gant e vamm ken, tec'hel kuit a ra ar paotrig ha klask repu war toenn iliz ar barrezig. Saveteet eo gant Pelo a-barzh fin ar gont hag an darvoud-mañ a ra d'ar c'houblad tostaat an eil ouzh egile a-nevez. Da Bariz e tistro Louis hag e vamm, deuet d'e gerc'hat war-lerc'h ganedigezh hec'h eil bugel.

Roll ar gomedianed pennañ

kemmañ

Goproù

kemmañ

Un nebeud goproù a voe tapet gant Le Grand Chemin da-geñver lid ar Césars e 1988 :

  • gwellañ aktour, bet deroet da Richard Bohringer,
  • gwellañ aktourez, bet deroet da Anémone.