Ur pennad Le Nain jaune (disheñvelout) zo ivez.

Le Nain jaune (ar c'horrigan melen) zo ur gontadenn c'hallek gant Marie-Catherine d'Aulnoy (1651-1705) hag embannet en he levr Contes nouveaux ou Les Fées à la mode, en 1698.

Ar c'horrigan melen war e gazh du.
Pajenn gentañ un embannadur eus Le Nain jaune en XIXvet kanved.

Ar gontadenn

kemmañ

Ur rouanez he devoa meur a vugel ha ne chom nemet ur verc'h eus ar re vravañ, anvet Toute-Belle. Fae a ra ar briñsez war an holl briñsed a deu a bell vro d'ober o lez dezhi. Displijet ar rouanez, aon dezhi ne gavje ket he merc'h pried ebet gant seurt doareoù. Ha hi goulenn ali boudig an dezerzh. Honnezh zo leoned ouzh he diwall ha ne c'hallont bezañ doñvaet nemet gant ur wastell vurzhudus, graet gant vioù krokodil. Setu ar rouanez o vont da geginerez, hag en hent gant he gwastell. Skuizh eo, kousket a ra e-harz ur wezenn. Pa zihun n'eus gwastell ebet ken, ha setu ma klev al leoned prest da zebriñ ar rouanez d'o lein. Er wezenn e wel ur c'horrigan o tebriñ orañjez, ha hennezh a ginnig he saveteiñ ma promet reiñ dezhañ dorn he merc'h. Ha hi da brometiñ, ha da semplañ. Pa zihun emañ en he falez ha krediñ a ra he deus graet un hunvre.

Trist ha nec'het eo ar briñsez Toute-Belle o welout he mamm, ha mont a ra ivez da welout boudig an dezerzh gant ur wastell. Pa erru dirak ur wezenn orañjez, bec'h he frouezh enni, e laka he faner war an douar da gutuilh orañjez. Diwar wel ez a ar wastell, war wel e teu ar c'horrigan melen ha hennezh a lavar dezhi eo bet prometet he dorn dezhañ gant he mamm, ma ra d'ar verc'h prometiñ dimeziñ dezhañ evit na vo ket debret gant al leoned. Hag ar briñsez zo kaset d'he falez hag ouzh he biz ur walenn ha n'hall ket tennañ.

Tresadennoù Walter Crane

kemmañ

Doare saoznek

kemmañ
 
Golo, gant Walter Crane.

Troet e voe e saozneg hag embannet evel The Yellow Dwarf gant Andrew Lang e The Blue Fairy Book levrenn gentañ e zastumad kontadennoù, The Lang's Fairy Books, e 1889.

Embannadurioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ