Le Véritable Saint Genest

Le Véritable Saint Genest zo un drajedienn c'hallek gant Jean de Rotrou e 1646, diwar-benn merzherinti Sant Genest.

Savet eo ar pezh diwar ar pezh spagnolek Lo fingido verdadero, gant Lope de Vega. Kontañ a ra marv un aktour roman yaouank, Genest, anavezet ivez e galleg evel Genis, hag en italianeg evel Genesio. Brudet e oa Genest evel sant ar c'hoariva.

Skrivet e oa ar pezh evit kompagnunezh an Hôtel de Bourgogne. E-keit-se edo ar gompagnunezh l'Illustre Théâtre, renet gant Molière, un drajedienn all, diwar-benn ar memes istor, anvet L’Illustre Comédien ou Le Martyre de Saint Genest, savet gant Nicolas Mary.