Legend (romant David Gemmell)

romant

Legend zo ur romant saoznek gant ar skrivagner moliac'h saoz David Gemmell, e gentañ romant embannet e 1984. Gant an oberenn-se e voe lakaet war-raok evel unan eus skrivagnerien pouezusañ al lennegezh Heroic Fantasy. Ennañ e voe krouet an dudenn Druss, hag a adweler e meur a oberenn all gant an aozour, pa oa ar c'hentañ romant eus ar c'helc'hiad The Drenai saga.

Gemmell en doa soñjet skrivañ ar romant-se e 1976, pa oa bet disklêriet dezhañ e oa klañv gant ur c'hrign-bev. Evit chom hep bezañ gwasket gant ar mennozh-se e klaskas skrivañ ul levr a voe titlet "Against the Hordes". Al lec'h-kreñv taget gant al lu Nadir, a oa ur skeudenniñ eus outañ o stourm a-nep ar c'hleñved. A-benn ar fin ur medisin a embannas dezhañ e oa ur fazi ha ne oa ket tapet gant ar c'hrign-bev. al levr a voe disoñjet gant an aozour David Gemmell, hervezañ al levr a oa fall. E 1980, ur c'hamalad d'an aozour a lennas ar brouilhoñs hag a laras dezhañ e vefe tu embann al levr gant reizhadurioù. Roet kalon dezhañ gant ar c'homzoù-se, Gemmell a grogas gant al labour adskrivañ ar romant a voe cheñchet e ditl e "Legend". An ti embann stadunanat Century Hutchinson a embannas an oberenn e 1982.

An istor

kemmañ

An impaleriezh Drenai hag a oa bet didrec'h betek-henn a zo o kouezhañ goustadik en e foull. An nerzhioù lu a zo bet o tisken ingal. An impalaeriezh Nadir gant Ulric e-penn a zo deuet a-benn da strollañ an holl meuriadoù a-dreñv dezhañ betek tizhout ul a 500 000 kadour. Ar brezel a vo, kregiñ a raio e Dros Delnoch, lec'h pennañ difenn an impalaeriezh Drenai, ha kastell brasañ ar bed. Evit talañ ouzh ar re Nadir ne chom nemet tro 10 000 soudard gant an haroz kozh Druss the Legend ha 30 beleg gwenn.

Ret e vefe dezho derc'hel 3 miz a-benn kaout skoazelloù Magnus Woundweaver hag a zo o gourdoniñ ul lu Drenai nevez. Den ebet ne gred e vo tu d'ar c'hreñvlec'h derc'hel kement a amzer, ar re a ya etrezek eno a oar ez eo evit mervel.

Studiadenn

kemmañ

Pa voe kroget gant skrivadur ar romant, David Gemmell a oa bet embannet dezhañ e oa tapet gant ur c'hrign-bev. Evit soñjal e traoù all e oa bet kroget gant ar skrivañ. Ouzhpenn d'an awenoù istorel lies pe ar re adal e vuhez familh, ez eo diazezet an istor war stourm an aozour a-enep ar c'hrign-bev. Ar meuriadoù Nadir diniverus a zo ur skeudenn eus ar c'hrign-bev o tagañ korf an aozour (Dros Delnoch ar c'hastell).

Tudennoù

kemmañ
  • Regnak Wanderer (lesanvet Rek): an haroz, n'eo ket dedennet gant an emgannoù nag ar brud. Kavout a ra gwelloc'h bevañ disoursi o kantreal dre douaroù an impalaeriezh Drenai. Pa vez tapet en un emgann e teu da vezañ ur Berserker.
  • Virae: merc'h ar c'hont Abalayn kont an norzh e-karg gant kastel Dros Delnoch, a zimezo gant Regnak.
  • Druss the Legend / Deathwalker: Un haroz kozh d'ar re Drenai. Armet gant ur vourc'hal a daou du, kreñv evel un arzh met erruet kozh.
  • Ulric the Uniter: Penn ar meuriadoù Nadir

Awenoù

kemmañ
  • Regnak Wanderer (lesanvet Rek): an haroz a oa bet awenet gant an aozour e-unan
  • Dros Delnoch: a zo bet awenet gant istor Emgann El Alamo
  • Druss The Legend a zo bet awenet gant tad-kaer David Gemmel, Bill. Disklêriañ a rae an aozour: "Years later, when I wrote my first novel, I used Bill as the model for a character. His name was Druss the Legend. Bill re-appeared in many novels thereafter, in many guises."
  • Ulric the Uniter a oa bet awenet gant Genghis Khan hag Attila.
  • Virae a oa bet awenet gant kentañ gwreg an aozour Val Gemmell.