Pred kentañ an devezh eo lein (pe dijuniñ). Kemeret e vez goude bezañ savet eus e wele, pe diwezhatoc'h er beure.

Lein ar beure gant William Bouguereau (1887).

Lein e Breizh gwechall

kemmañ

Gwechall e veze leinet bara du, krampouezh ed-du ha soubenn, yod-kerc'h, yod-ed-du, soubenn gant ar gouerien.

Al lein a-vremañ

kemmañ
 
Ul lein kevandirel.
 
Ul lein saoz gant vioù mezet, salzigoù, black pudding, bacon, tokoù-touseg, fav gwenn, hash browns hag un hanter tomatezenn.

Adalek an XXvet kantved e Breizh eo krog an dud da zebriñ hag evañ traoù all da lein, boued dous dreist-holl (bara gant amann ha/pe koñfitur, bara krazet, biskotennoù), ur banne chokolad tomm gant ar vugale, unan kafe dre laezh gant an dud vras, a-wechoù ur banne chug-orañjez.

Seurt lein vez anvet lein gevandirel gant al letioù adalek an eil lodenn eus an XXvetkantved, pa vez graet lein saoz eus ur pred sall gant salzigoù, fav gwenn, bacon, vioù, keuz hag edajoù, hag ur banne te da evañ. En XXIvet kantved e vez debret edajoù sukret gant lod e Breizh dre levezon ar sevenadur angl-ha-saoz. Tuet e vez tud zo da zebriñ leinoù yac'hoc'h gant bara brazed, ur frouezhenn, un evaj, ur yaourt.

Dre vras e vez fonnusoc'h al lein e Norzh Europa ha treutoc'h er Su. Er broioù saoznek e vez debret edajoù evel ar c'horn-flakes, e Bro-Spagn e vez debret churros.

Bouedouriezh

kemmañ

Hervez ar vezhurourien e tle an dud debriñ ul lein fonnus goude ur yunadenn 10 eur bennak hag evit kaout energiezh evit ar beure. Ur c'hard eus kaloriennoù ar glukidoù e rank degas al lein bemdez, gant ur c'hempouez etre ar sukrennoù kevall hag ar sukrennoù divall. Un evaj, edajoù ha frouezh eo ret bezañ debret pe evet, peogwir e tegas proteinoù, glukidoù ha vitaminoù.

Al listri

kemmañ
 
Rikoù lein.

Implijet e vez un tas, ur volenn pe ur mug, ur pod-kafe pe ur pod-te. Un asied evit lakaat e damm bara, ur gontell evit ledañ an amann hag ul loa evit ledañ ar c'hoñfitur. Gant ur gontell e vez ledet o c'hoñfitur gant ar Saozon(Daveoù a vank).

Pennadoù kar

kemmañ
  • Bod ha boued, kevatal d'ar bed & breakfast (B&B) breizhveuriat, un ti lec'h ma vez kousket ha debret lein antronoz veure.
  • brunch
  • adlein