Lenn Ladoga
Lenn Ladoga (Ладожское озеро e rusianeg, Laatokka e finneg, Luadogu e karelieg) a zo ul lenn dour dous e gwalarn Rusia nepell diouzh kêr Sankt-Peterbourg. Brasañ lenn Europa an hini eo (17 870 km²), an eil e Rusia goude Lenn Baikal, hag ar pemzekvet hini er bed.
Lenn Ladoga | |
---|---|
Riez | Rusia |
Douaroniezh | |
Gorread | 17 870 km² |
Hirder | 219 km |
Ledander | 125 km |
Aodoù | 1 570 km |
Uhelder | 4,84 m |
Donder • Brasañ • Keitad |
230 m 46,9 m |
Endalc'h | 908 km3 |
Holenegezh | 0,06 o/oo |
Boullded | 2,3 – 3,9 m |
Douradurezh | |
Diazad | 258 600 km² |
Enkarg | Svir, Volkhov, Vuoksi |
Diskarg | Neva |
Inizi | |
Niver | war-dro 660 |
Pennañ | Valaam |
Lec'hiadur | |
60° 50' 03" N – 31° 33' 10" R | |
Douaroniezh
kemmañE biz Sant-Petersbourg emañ, e Karelia, nepell diouzh harzoù Finland. Degemer a ra un tregont stêr bennak, en o zouez ar Svir, stêr diskarg Lenn Onega. An Neva eo he stêr diskarg dezhi, hag a dremen dre Sant-Petersbourg a-raok dinaou er Mor Baltek. Ouzhpenn c'hwec'h kant enez hag enezig he deus, hag ur gorread a 435 km². E-tal an aod gwalarn emañ ar peurviañ eus an inizi, en o zouez an inizi Valaam hollvrudet. Gwarezet int e-barzh Park broadel enezigoù al Ladoga abaoe 2017.
259000 km² eo he diazad doureier, ennañ tost da 50 000 lenn a-eilrenk ha 3 500 dourredenn ouzhpenn 10 km hed. Ouzhpenn 85 % eus dourioù Lenn Ladoga a zeu eus an teir fennstêr-mañ :
- ar Svir eus Lenn Onega (gevred),
- ar Vuoksi eus Lenn Saimaa e Finland (kornôg),
- ar Volkhov eus Lenn Ilmen (su).
Al lodenn eus ar rouedad « Volga-Baltek » hag a dreug Moskov gant ar Mor Baltek ha Sant-Petersbourg eo.
Loened ha plant
kemmañAnnezva un isspesad reunig kelc'hennek eo, reunig Ladoga (Pusa hispida ladogensis).
An aodoù norzh ha reter zo ur gelc'henn taiga grenn gant bodadoù gwez pruñs hag un dangoad bodoù lus, an aodoù su ha gwalarn zo ur gelc'henn taiga kreizteizat gant gwez pruñs met ivez tilh, skav-gwrac'h hag evlec'h, ha un dangoad a velchon-surig.
Istor
kemmañUn tennad e oa eus an hent kenwerzh etre ar Vareged hag an Impalaeriezh Bizantion.
Savet e voe Manati Valaam war enezenn vrasañ enezeg Valaam (Valamo e finneg). Dilezet e voe etre 1611 ha 1715, ha ratreet er XVIIvet kantved. Skarzhet e voe e-pad Brezel ar Goañv e 1940, ha distreiñ a reas ar menec'h e 1989. Manatioù all a zo evel hini Konevets (fr) war un enezenn a-gichen ha Manati Alexandr Svirski (fr) hag a gendalc'h un nebeud skouerioù eus ar savouriezh grennamzerel moskovat.
Harzoù a dreuzas anezhi en Istor : etre Rusia ha Sveden etre 1617 ha 1721 hag gant Finland etre 1812 ha 1940.
An eil brezel-bed
kemmañE-pad Seziz Leningrad etre 1941 ha 1944 e voe Lenn Ladoga an diraez nemetañ d'ar gêr c'hronnet. Treuzdougenet e voe ar marc'hadourezhioù da Leningrad gant kirri-samm d'ar goañv pa oa skornet al lenn, ha gant bigi d'an hañv. « Hent ar vuhez » a oa graet eus an hent-se, daoust da ouzhpenn ur milion a dud a varvas gant an naon. War dourioù skornet al lenn e voe skarzhet eus kêr ouzhpenn ur milion a dud ha kaset d'ar gêr miliadoù a donennoù a vevañs e-pad 872 deiz ar seziz gant bagadoù Hitler. Goude ar brezel e voe kollet Karelia gant Finland ha skarzhet an Finlandiz kuit, lod anezho a chomas eno avat.
Ar skrivagner italian Curzio Malaparte en deus kontet en e levr Kaputt e 1943 istor « kezeg al Lenn Ladoga », kezeg ar ganolierezh soviedel trapet gant skornioù al lenn.