Lenn O'Higgins
Al Lenn O'Higgins, anvet ivez Lenn San Martín, zo ul lenn en Andoù, e Patagonia, rannet etre Chile hag Arc'hantina.
En div vro eo anvet diwar anv pep a libertador : en Arc'hantina eo lenn San Martín, en enor da José de San Martín, hag e Chile eo lenn O'Higgins en enor da Bernardo O'Higgins.
Charre eo an anv e teheweltcheg.
255 m uhelder zo d' he gorre, a en em astenn war 1013 km², anezho 554 km² e Chile, e Rannvro Aysén, ha 459 km² en Arc'hantina e proviñs Santa Cruz.