Leone Singer
Leone Singer, ganet d'an 11 a viz Du 1893 e Trieste (en Aostria-Hungaria d'an ampoent, en Italia abaoe 1919) ha marvet d'ar 21 a viz Gwengolo 1975 e Villa Opicina, a oa un implijad-bank hag ur mestrc'hoarier echedoù italian ha kazetennour echedoù.
E 1915, c'hoari a reas e Vienna e tournamant an amatourion: pevare e voe, a-gevred gant Steiner. E tournamant Milano, e 1919, e voe trede a-gevred gant Sani. Tapout a reas an eilvet plas, goude Davide Marotti e Kampionad italian an echedoù e Viareggio (1921). Diwezhañ e voe e Tournamant meur Londrez 1922. E tournamant Milano, e 1926, tapout a reas 50% ag ar poentoù. En Tournamant Broadel Rosselli e 1930, e voe 1añ-2vet, a-gevred gant Rosselli, met koll a reas ar bartienn a zisparti. E Kampionad italian an echedoù e Milano e 1931 e voe eizhvet (5 poent/11), a-gevred gant Rastrelli, diwar 12 c'hoarier.
Skrivañ a rae ar rubrikenn Scacchi elementari ("Diazezoù an echedoù") e L'Italia Scacchistica er bloavezhioù 1926 ha 1927.