Leonor Foix
Leonor Trastamara hag Evreux, pe Leonor Iañ Navarra, ganet en Olite e 1426, ha marvet e Tudela e 1479, a voe infantez Aragon ha Navarra, kontez Foix dre he dimeziñ (1441-1472), gouarnerez (adalek 1455) ha rouanez Navarra a anv (1464–1479) ha rouanez Navarra da vat e-pad teir sizhun (28 a viz Genver - 12 a viz C'hwevrer 1479).
He buhez
kemmañPevare bugel ha trede merc'h an infantez Blanca Iañ Navarra (1385-1441) e oa. He mamm a voe rouanez Navarra eus 1425 betek he marv e 1441. He zad Juan II Aragon (1398-1479), a oa eil pried he mamm, a oa roue dre zimeziñ. Da varv e wreg rouanez avat e tlee ar gurunenn mont gant e verc'h henañ Blanca Aragon, pe Blanca II Navarra(1424-1464). Dre laer eo e kemeras Juan kurunenn Navarra e 1441 ha perzh a gemeras Leonor e gwalldaol he zad.
E 1458 e teuas da vout roue kurunenn Aragon ouzhpenn.
Dimeziñ a reas Leonor d'an infant Juan Aragon, dug Peñafiel: e eil pried e oa-hi. Pa varvas he breur Carlos Aragon (1421-1461), pe Carlos Viana (Charlez IV), en dije he zad Yann II roet he c'hoar Blanca dezhi da ziwall, hag he dije laosket anezhi da vervel er vac'h.
Derc'hel a reas Navarra evit he zad adal 1455 betek 1479. Da gentañ e oa « letanant jeneral Navarra » (1455-1469) ha goude evel « gouarnourez Navarra » (1471-1479).
Leonor Foix a deuas da vezañ Rouanez Navarra d'an 19 a viz Genver 1479, e-keit ma tegouezhe douaroù kurunenn Aragon gant he hantervreur Fernando II Aragon (1452-1516), lesanvet Fernando ar C'hatolik. Mervel a reas teir sizhun goude, d'an 12 a viz C'hwevrer 1479.
Dimeziñ ha bugale
kemmañE miz Gouhere 1436 e timezas Leonor da kont Foix, Gaston IV Foix-Bearn (1425-1472), eus Tiegezh Grailly. Nemet 11 vloaz ne oa an daou bried, ha ne voe ket sevenet an dimeziñ a-raok un toullad bloavezhioù rak e 1443 nemetken eo e voe ganet o bugel kentañ.
Dek bugel o doe:
- Gaston (1444 - 1470), beskont Castelbon, priñs Viana (1462-1470), letanant jeneral Navarra (1469), tad da :
- François Phébus (1466 - 1483), roue Navarra ;
- Katelin Navarra (1470 - 1517), rouanez Navarra.
- Pierre (1449-1490), eskob Gwened, Arc'heskob Arle ha kardinal (1476)
- Jean (1450-1500), beskont Narbonne, kont Étampes.
- Marie de Foix (goude 1452 - 1467), dimezet en 1465 da Gwilherm VIII Montferrat, markiz Montferrat
- Jeanne de Foix (goude 1454 - goude 1476), dimezet e 1469 e Lectoure, da Jean V d'Armagnac (1420 - 1473), kont Armagnac
- Marc'harid (goude 1458 - 1486), dimezet e miz Mezheven 1471 e Klison da Frañsez II (Breizh) (1435 - 1488), dug Breizh, mamm da Anna Vreizh.
- Catherine de Foix (goude 1460 - av. 1494), dimezet en 1469 gant Gaston de Foix (goude 1440 - 1500), kont Candale ha Bénauges
- Isabelle (goude 1462)
- Éléonore (goude 1466 - marvet en yaouank )
- Jacques (v. 1470 - 1500), kont Montfort