Leopold I von Baden

Leopold I von Baden (Karlsruhe 1790-1852 Karlsruhe) a voe dug-meur Baden adalek 1830.

Leopold I, dug-meur Baden
An dug-meur Leopold von Baden

Mab e oa da Karl Friedrich von Baden, margrav, dilennour, deuet da vout dug-meur Baden e 1806, ha d'e eil pried Louise-Caroline Geyer von Geyersberg, kontez Hochberg.

E 1817 e voe embannet gant an dug-meur Karl II, ha n'en doa nemet merc'hed, e renje Leopold. Mervel a reas prestik goude hag e eontr an hini a voe lakaet da roue, evel Ludwig Iañ von Baden .


Dimeziñ

kemmañ
 
Sophie Wilhelmine von Holstein-Gottorp, 1831, poltredet gant Franz Xaver Winterhalter)

E miz Gouhere 1819 e timezas Leopold da Sophie Wilhelmine von Schleswig-Holstein-Gottorf (1801-1865), gournizez dezhañ, merc'h da Gustav IV Adolf, roue Sveden diroueet ha troet foll, ha da Friederike Dorothea von Baden. E vamm-gaer hag e zanvez-pried a oa o vevañ-bevaik en harlu e Baden. Ne oa ket plijet ar vamm-gaer rouanez, pe bet rouanez, gant un dimeziñ ken paour, met ken fall e oa an traoù ganti ma ne oa ket bet evit nac'h.

Bugale o doe Leopold ha Sophie Wilhelmine