Leroy Jethro Gibbs zo un dudenn ijinet er stirad skinwel NCIS gant CBS . C'hoariet eo gant Mark Harmon.Gibbs a zo bet mailh-tenner en U.S Marine Corps a-raok dont da vezañ ur poliser en NCIS pe Naval Criminal Investigative Service. Gibbs a zo arbennikaet war an tennañ a-dost pe a-bell, eus ar skipailh ez eo an hini gant ar muiañ a skiant-prenet a-fed feulster. Izili all e skipailh a zo arbennikaet muioc'h war al lodennoù teknikel eus an aferioù fiziet.

Mark Harmon a c'hoari Gibbs

Pasianted en deus nemet a-fed melestradurezh, penn ar skipailh eo ha reiñ a ra an urzhioù d'an holl anezho e-penn kentañ pep afer.

Skipailh an NCIS a zo bet kemmet gant an amzer, hag ar c'houlzadoù, o tremen. Er skipailh ez eus Timothy McGee, Ellie Bishop, Nick Torres ha Jacqueline Sloane.

Bez e oa bet ivez Caitlin Todd (lazhet gant ur sponter), Anthony DiNozzo (kuitaet ar skipailh ur wech gouiet en devoa ur verc'h), Ziva David (lazhet goude bezañ kuitaet an NCIS), Alexandra Quinn (kuitaet ar skipailh evit war-dro he mamm) ha Clayton Reeves (lazhet o gwareziñ Abbie Scuito). Leroy Jethro Gibbs a zo bet ganet a-raok 1959 evel ma z'eo bet kadarnaet gant al lodenn eus ar stirad a ro tro da welet amzer dremenet an dudenn gant selloù en a-dreñv goude ma voe lazhet Joan Matteson hag ez eo ar skipailh o klask war al letanant Flores en Afganistan.

Krouidigezh kemmañ

Ar produer stiradoù skinwel Donald P. Bellisario n'en devoa ket soñjet e Mark Harmon evit c'hoari an dudenn. Evitañ ne oa ket memes doare den, "[a] flinty type with a strong sense of honor and respect for the military", met cheñchet en deus e soñj ur wech gwelet an aktour dre ur gasedig o c'hoari ur spier e The West Wing.

Bes-produer ar stirad Charles Floyd Johnson a ro e eñvorennoù, "We all looked at that work. And everybody said, 'He's Gibbs.'" Harmon a dremenas ur c'hasting e 2003, ha Bellisario a zisklêrie: "I said, 'Oh, my God, he's Gibbs.' He had matured. He's good-looking in a totally different way than he was as a young guy." Ur wech kroget ar stirad e ouzhpenne "I am so lucky to have Mark Harmon as the lead. You have no idea. This cast is gold. Mark Harmon is a Middle American guy, even if he was raised in Southern California. His values are exactly the same as mine."