Les Données socio-historiques de l'Emsav
Les Données socio-historiques de l'Emsav zo ur skrid gallek embannet e 1969 gant Emsav Stadel Breizh (ESB), ur strolladig politikel hag a embanne e vennozhioù ingal.
ROADENNOÙ SOKIO-ISTOREL AN EMSAV
- Gouzañv dalc'hus ar bobl vreton a c'heller kompren dre ma oa bet diframmet ar gevredigezh vreizhat abred-kenañ.
- Bodadeg etrebroadel an Noblañs a dorr unvaniezh ar bobl vreton, hag a distres ar sevenadur breizhat, hag eñ da chom morgousket e-pad meur a gantved.
BILAÑS AR GOUZAÑV DALC'HUS
- Hiriv emañ sevenadur ar bobl vreton arallekaet a-fed kevredigezh, politikerezh, armerzh. E Breizh e oa bet diframmet ar gevredigezh a-raok ar Reveulzi greantel.
- Ar c'hoant kreñv da virout an urzh kozh en ur mod diboell ha n'eo ket urzhiet ouzh ur pal politikel bennak zo un doare fall da stourm a-enep diframmañ sokial, sevenadurel, armerzhel, politikel ar bobl vreton.
- Kantadoù a skouerioù a c'heller kavet eus ar Vretoned o stourm war an tachennoù-se, kuit da vezañ enteuzet gant Bro-C'hall.
HENT-DALL AR VIRELOURIEZH
- E fin ar Grennamzer, pa'z a ar broadoù war unvaniñ ez eo desachet an Noblañs vreton gant Bro-C'hall met ne heuilh ket ar skouer-se en he bro. E koulz an Dispac'h Greantel e kav gwelloc'h ar vourc'hizien vreton en em lakaat dindan beli ar gapitalouriezh c'hall. An dibab-se ne glot ket gant ezhommoù don pobl Vreizh.
ENEBIEZH DIABARZH AR VIRELOURIEZH
- En ur glask mirout glad ar Vretoned nemetken e virer ivez frammoù ar galloud gall a zistruj ar glad-mañ war ar memes tro, kenkoulz war tachenn an armerzh hag ar politikerezh evel war an dachenn sokial ha sevenadurel. Chom a ra berr an emsav mirelour peogwir e klask stourm a-enep an diframmañ pa'z eo diframmet e-unan.
AROUEZIOU AN DIFRAMMAÑ EN EMSAV MIRELOUR
- Diframmañ organel an "emsavioù breton".
- Diforc'hidigezh ar virelouriezh er speredoù. Ar virourien a zrevez ar re a stourmont a-enep dezho : an anadenn a heklev. Diboell palioù ar virourien.
- Ar Reveulzi, da lâret eo kemmañ ar gevredigezh penn-kil-ha-troad, en ur urzhiañ anezhi ouzh ur raktres politikel poellek, zo krog goustadig e Breizh en XXvet kantved.
- Diouganerien ha diaraogerien an dispac'h breton : an eilpennañ dispac'hel. Pal ar reveulzi-se : ur gevredigezh politikel breton emren. Tra ma klaske ar virourien lakaat traoù diglot da glotañ dre an huñvre, e tibab an dispac'herien kenurzhiañ o stourm dre an ober.
AR C'HEAL A "GAPITAL ISTOREL"
- Dielfenniñ ar gevredigezh a-bezh dre ar c'heal a "gapital". Unvaniezh ur bobl zo savet diwar ar pezh zo bet produet ganti a-hed ar c'hantvedoù. Kapital istorel, sevenadur ha perc'henniezh ar binvioù produiñ. Dre o reveulzi hiniennel e kemer perzh an emsaverien e krouiñ ur sevenadur nevez. Arm pennañ an dispac'h eo ar brezhoneg : dispac'h breton ebet e galleg. En ur lakaat war wel en-dro ar brezhoneg evel yezh ar bobl e targemm an Emsav ur glad kaset da goll e "kapital istorel".
KROUIÑ UR SEVENADUR BRETON NEVEZ
- Adwriziennañ ar vuhez sokial a dalv kement ha sevel ur gevredigezh nevez. Mont a ra war-raok soñj politikel an Emsav dre en em wriziennañ en istor ar bobl vreton ha, pelloc'h, en istor Mab-den. Teorienn ar "c'hapital istorel" a cheñch ar c'heal a "berc'henniezh". Pobloù eo, gant o istor, hag a brodu.
SEVEL STERNIOU AR GEVREDIGEZH VRETON NEVEZ BREMAÑ
- Lakaat ar bobl vreton da vezañ ur gevredigezh politikel, mestrez eus he dazont. Krouiñ frammoù stadel Breizh a-benn bremañ.