Les Fantômes du chapelier (film)

Les Fantômes du chapelier (Tasmantoù an toger e brezhoneg) zo ur film-drama gall, sevenet gant ar filmaozour gall Claude Chabrol, hag a oa deuet er-maez d'ar 26 a viz Mae 1982.

Azasaet e oa bet ar senario gant Claude Chabrol diwar ar romant Les Fantômes du chapelier (1949) gant Georges Simenon.

Troet e oa bet adalek ar 5 a viz Genver betek ar 5 a viz Meurzh 1982 e Kemper ha Konk-Kerne, daoust ma oa lec'hiet an istor er Roc'hell en oberenn orin Simenon.

An danvez

kemmañ

Deroù ar bloavezhioù tri-ugent, en ur gêr vihan : e wreg en deus lazhet Léon Labbé, toger diouzh e vicher, ha kendelc'her a ra gant e vuhez pemdeziek evel pa vije-hi bev c'hoazh. Kachoudas, ar c'hemener emañ e stal-labour e-keñver hini Labbé, en deus komprenet ar pezh a oa a-dreuz gant emzalc'h e amezeg. Dont a ra Kachoudas da vezañ kuzuliad a-dost an toger a gendalc'h da lazhañ mignonezed kozh e wreg en ur zaeañ ar polis gant lizheroù dizanv. Ret eo da Léon Labbé hastañ rak e-sell emañ ar maouezed-se da weladenniñ an itron Labbé a-benn he deiz-ha-bloaz da zont...

Roll ar gomedianed pennañ

kemmañ

An eil gwech e oa da vMichel Serrault kemer roll un toger, ar pezh en devoa graet kent er film La Tête du client (1965) gant Jacques Poitrenaud.