Les Trois Mousquetaires (film, 1921)
Les Trois Mousquetaires (An Tri Mouskeder e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Henri Diamant-Berger e 1920-1921.
Un doare all eus ar film, gant komzoù ar wech-mañ, a oa bet savet gant Henri Diamant-Berger e 1932.
War a greded e oa bet distrujet ar film orin gant an ac'huber alaman e-kerzh an Eil Brezel-bed. Adkavet an doare saoznek anezhañ gant Jérôme Diamant-Berger ha Guillaume Diamant-Berger (mab-bihan ha gourvab Henri Diamant-Berger) e oa bet renevezet gante o niverelaat ar skeudennoù. Savet e oa bet ur vandenn son nevez gant ar sonaozour gall Gréco Casadesus hag ouzhpennet an aktour gall Patrick Préjean da zaneveller.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Troioù-kaer, Istorel,
- Senario : Henri Diamant-Berger a-gevret gant Auguste Maquet, diwar ar romant Les Trois Mousquetaires (1844) gant Alexandre Dumas (tad),
- Produour : Les Films Diamant,
- Skeudenniñ : Maurice Desfassiaux ha Dumonceau,
- Kinkladur ha gwiskamantoù : Robert Mallet-Stevens,
- Sonerezh : Betove,
- Prantad filmañ : adalek miz Kerzu 1920 betek miz Gwengolo 1921,
- Lec'hioù filmañ : Lokorn, Ar Groazig,
- Deiziadoù dont er-maez : 14 a viz Here 1921,
- Padelezh : daouzek pennad (film orin), 60' padelezh pep hini ; pevarzek pennad (film renevezet), 26' padelezh pep hini.
Henri Andréani a oa bet dibabet da skoazeller seveniñ er film-mañ.
Framm
kemmañDaouzek pennad a ya d'ober ar film :
- L'auberge de Meung (Tavarn Meung-sur-Loire),
- Les mousquetaires de M. de Tréville,
- La lingère du Louvre,
- Pour l'honneur de la Reine,
- Les ferrets de diamant (1),
- Les ferrets de diamant (2), (en doare renevezet hepken),
- Le Bal des Echevins (Bal ar Chuined),
- Le Pavillon d'Estrées,
- L'auberge du Colombier Rouge (Tavarn ar C'houldri Ruz),
- Le bastion de Saint-Gervais,
- La Tour de Portsmouth (Tour Portsmouth),
- Le couvent de Béthune (Kouent Béthune),
- La Cabane de la Lys (Loch al Leie)
- La Vengeance des mousquetaires (Dial ar vouskederien), (en doare renevezet hepken).
An danvez
kemmañRoll ar gomedianed pennañ
kemmañ- Aimé Simon-Girard : D'Artagnan,
- Henri Rollan : Athos,
- Charles Martinelli : Porthos,
- Pierre de Guingand : Aramis,
- Pierrette Madd : Constance Bonacieux,
- Jean Joffre : Bonacieux,
- Jeanne Desclos : ar Rouanez Anna Aostria (1601-1666),
- Édouard de Max : Richelieu,
- Claude Mérelle : Milady de Winter,
- Henri Baudin : Kont Rochefort,
- Charles Dullin : an Tad Joseph,
- Maxime Desjardins : Jean-Armand du Peyrer, kont Tréville,
- Armand Bernard : Planchet,
- Louis Pré Fils : Grimaud,
- Antoine Stacquet : Bazin.