Al Leie (Lys e galleg) zo ur stêr eus hanternoz Bro-C'hall ha Belgia, 195 km dezhi (85 e Bro-C'hall), adstêr d'an Escaut. Ar pep brasañ anezhi zo bet lakaet da ganol.

He red

kemmañ

E Lisbourg e-kichen Fruges emañ hec'h eienenn, 114,7 m a-us da live ar mor. E Flandrez Frañs en em astenn plaenenn al Leie, ledan ha plaen. Goude 85 km e Bro-C'hall e red 24,6 km etre an div vro (eus Houplines da v-Menen).

 
Kêriadenn Wervik war lez al Leie

Meskañ a ra he dourioù gant an Escaut e Gent, 4,45 m a-us da live ar mor.

Departamant

kemmañ

Anv ar stêr a oa bet roet d'un departamant gall e 1795. Gwelout: Lys (departamant).

Emgannoù

kemmañ

Daou emgann bras zo bet war lez al Leie :