Lys (departamant)
Al Lys a oa anv un departamant gall krouet e Belgia etre 1795 ha 1814, war-lerc'h aloubidigezh ar vro gant an armeoù gall hag o stagidigezh ouzh Bro-C'hall. Dont a ra an anv eus ar stêr Lys.
Savidigezh
kemmañSavet e voe an departamant e 1795, pa voe aloubet ar vro gant ar C'hallaoued, diwar douaroù kontelezh Flandrez. Brugge e oa ar pennlec'h anezhañ.
Arondisamantoù ha kantonioù
kemmañ- Brugge, kantonioù: Ardooie, Bruges, Gistel, Ostend, Ruiselede, Tielt ha Torhout.
- Kortrijk, kantonioù: Avelgem, Harelbeke, Ingelmunster, Kortrijk, Menen, Meulebeke, Moorsele, Oostrozebeke ha Roeselare.
- Veurne, kantonioù: Diksmuide, Haringe, Nieuwpoort ha Veurne.
- Ieper, kantonioù: Elverdinge, Hooglede, Mesen, Passendale, Poperinge, Wervik hag Ieper.
War-lerc'h faezhidigezh Napoleon e 1814, e teuas an departamant da vout rann eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù.
Dre vras e klot gant proviñs Kornôg-Flandrez e Belgia hiziv.