Les loups sont entrés dans Paris

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Les loups sont entrés dans Paris a zo ur ganaouenn c'hallek, savet an ton anezhi gant Louis Bessières (1913-2011) hag ar pozioù gant Albert Vidalie (1913-1971) e 1967.

Kanet eo bet gant Serge Reggiani (1922-2004) ha deuet eo da vezañ unan eus pouezusañ kanaouennoù toniaoueg an arzour gall.
E miz Kerzu 2002 e oa bet embannet ur c'hendastumad sonennoù Reggiani da zougen bri dezhañ, Autour De Serge Reggiani[1] an titl anezhañ. War unan eus div bladenn-arc'hant ar c'houfrig e c'heller selaou arzourien oc'h adkanañ e vrudetañ kanaouennoù, ha fiziet Les loups sont entrés dans Paris e Juliette Noureddine.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ