Lestr Vix, pe krater Vix, zo ul lestr bras en arem hag a oa bet kavet, e 1953, e bez ur briñsez c'halian e-kichen keriadenn Vix (Côte-d'Or).

Lestr Vix

Talvezout a rae al lestr-se moarvat da servijañ gwin e banvezioù ar C'halianed a oa o vevañ eno. War-dro 1000 litrad gwin a c'halled lakaat e-barzh ; 206 kilo a bouez hag 1,64 metr zo dezhañ. Soñjal a ra d'an enklaskerien e oa bet oberiet er VIvet kantved kent J.K., e Naplez, e kreisteiz Italia, ur vro hag a oa annezet gant Gresianed d'an ampoent.

Kavet e voe bez Vix e miz Genver 1953, gant furcherien eus ar vro. Ennañ e voe kavet e-leizh a draoù : ouzhpenn al lestr arem bras ha listri bihanoc'h e oa bravigoù graet gant perlezennoù, gant mein, gant goularz, gant arem, gant koural ha gant aour. Diskouez a ra an holl draoù-se, graet e broioù pell a-wechoù, e veze graet kenwerzh gant ar bobl c'halian a oa o chom en tolead, al Lingoned. Dre gorn-bro Vix e tremene marc'hadourezh eus Henc'hres hag ar Mor Kreizdouar, en un tu, hag eus Enez Vreizh hag arvor Mor an Hanternoz, en tu all, en un amzer ma ne oa ket Roma ur gêr a bouez c'hoazh.

War ziskouez emañ lestr Vix bremañ en ur mirdi e Châtillon-sur-Seine.



Skeudennoù

kemmañ

Tammoù eus al lestr, gwelet a-dost :

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.