Lettice Knollys ( /ˈnoʊlz/), pe Laetitia, pe Lettice Devereux, pe Lettice Dudley, pe Kontez Essex pe Kontez Leicester (1543–1634), a oa ur gontez saoz, e lez ar rouanez saoz Elesbed Iañ.

Lettice Knollys

Dimezet e oa da Robert Dudley, Kont Leicester, Kont Leicester, bet karet gant ar rouanez, a vagas kasoni vras outi. Mamm e oa da Robert Devereux, eil Kont Essex, ha da Penelope Rich.

He merc'h, Penelope Rich.

Merc'h-vihan e oa da Mary Boleyn, a oa moereb d'ar rouanez. Gournizez e oa da Anne Boleyn, mamm ar rouanez Elesbed Iañ. Abred e tarempredas al lez. Da 17 vloaz e e timezas da Walter Devereux, Beskont Hereford, a zeuas da vout Kont Essex e 1572 . Mont a reas he fried da Iwerzhon e 1573, ha marteze e skoulmas darempred neuze gant Robert Dudley, Kont Leicester. Chaok a voe diwar he fenn ha n'eo ket sioulaat a reas pa varvas Essex en Iwerzhon gant ar red-kof en 1576.

Daou vloaz goude e timezas Lettice Knollys gant Robert Dudley en prevez. Pa glevas ar Rouanez ar c'heloù-se e harluas ar Gontez eus he lez da viken. Ur mab o doe, Robert, Lord Denbigh, a varvas da dri bloaz, ma voe glac'haret bras e dud, ha diskaret an esper a genderc'hel gant an Tiegezh Dudley. Eured Lettice Knollys gant Leicester a voe evurus koulskoude, evel ma voe he zrede eured gant Christopher Blount, yaouankoc'h eviti, a zimezas dezhi e 1589, c'hwec'h miz goude marv ar C'hont. Daoust da se e veze dalc'het d'ober Lady Leicester anezhi.

Pinvidik bras e oa ar gontez, adrugarez da destamant kont Leicester. Met bihanaet e voe he feadra dre ma rankas paeañ bernioù dle he fried. E 1604–1605 teuas a-benn da ziwall he gwirioù intañvez dirak ul lez-varn pa voe en arvar da goll he madoù hag he brud vat dirak bastard he fried Robert Dudley, a embanne e oa susitour e dad hervez al lezenn, pezh a dalveze da lavarout e oa div wreg d'e dad, enep al lezenn eta, ha hi an hini e oa ar wreg e-maez al lezenn.

Mervel a reas da 91 vloaz, deiz Gouel Nedeleg.


Dimezioù

kemmañ

Teir gwech e timezas.

Bugale

kemmañ

Gant Walter Devereux he doe pemp bugel:

Gant Robert Dudley n'he doe nemet ur bugel

  • Robert Dudley, Aotrou Denbigh (1581- 1584)