Leverkusen
Leverkusen (distagadur alamanek: [ˈleːvɐˌkuːzn̩]) a zo ur gêr-arondisamant (kêr frank) e Nordrhein-Westfalen (Alamagn). War ribl dehou ar Roen emañ, lec'hiet etre Köln, er su, ha Düsseldorf en norzh. 161 000 a dud a zo o vevañ enni. Brudet eo evit an embregerezh etrebroadel Bayer a zo diazezet eno hag evit he skipailh football, ar Bayer 04 Leverkusen.